Degemer al lec’hienn > Soutiens / Sikour > Priz Herve ar Menn da gumun St-Riwal : d’an 19/09/2021

Priz Herve ar Menn da gumun St-Riwal : d’an 19/09/2021

Merc’her 8 a viz Gwengolo 2021, gant herker

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

Roet vo ar priz Herve ar Menn da gumun Sant-Riwal d’ar Sul 19 a viz Gwengolo 2021 da 11 eur.
Enoret eo ar gumun evit bezañ skoazellet yezh ha kultur Breizh, ha dreist-holl evit bezañ krouet ur skol divyezhek adalek ar bloavezhioù 1982_1983.

Bez eo Herve ar Menn ur skrivagner ha muzisian breton : Istor Hañveg a zo bet skrivet gantañ en un doare klasel tre : Istor Hañveg, parrez ha kumun.

E 1932, Herve le Menn oa bet unan deus ar re gentañ o kinnig e vefe c’hoariet gant biniou bras bro-skos strolled e stumm bagadoù.

E 1988 oa bet krouet ar priz Herve ar Menn gant an ECB (Entente culturelle bretonne) , evit rentañ enor da dud pe kevredigezhioù o deus labouret war-dro kultur breizh.

Kinniget eo gant tud ar skolidi ur c’hig-ha-fars da greizteiz e sal ar gouelioù.

Ma anavezoc’h tud o doa bugale e skol St-Riwal er bloavezhioù 1980, kasit ar gemenadenn dezho.

Herve

Ur gemennadenn, un evezhiadenn ?

Forom war goumanant

Evit kemer perzh er forom-mañ e rankit bezañ enrollet en a-raok. Trugarez da skrivañ amañ dindan an titouroù hiniennel zo bet roet deoc’h. Ma n’oc’h ket enrollet c’hoazh e rankit en em enskrivañ.